* War-raok atav. Derc’hel a ra niver ar pennadoù savet e brezhoneg da greskiñ, ha tremenet omp en tu all da 10 000 pennad, gant ur pennad war Listenn kêrioù Galiza gevellet gant ur gêr a Vreizh. Hag ouzhpenn-se omp an 50vet yezh o tizhout al live-se! Gourc'hemennoù d'an holl!!! Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr
* Evit breutaat diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all, kit 'ta d’ober un dro betek an An ti-chopin
* E-touez ar pennadoù a zo bet savet en hanterenn gentañ miz Mezheven e kaver meur a hini a denn d’ar sonerezh. Traoù a bep seurt : Bob Marley, Faith no more pe Tryo, pe c’hoazh Gustav Mahler. Aet eo an niver a bennadoù diwar-benn kêrioù hor bro war-gresk, gant kumunioù eus ar Mor-Bihan hag Aodoù-an-Arvor dreist-holl. Adkavout a reomp ivez, evel boaz, pennadoù a denn d’ar yezhoù ha d’ar yezhoniezh, evel al lizherenneg samaritanek, an islandeg, ar gwaranieg, lizherennoù eus hol lizherenneg dimp evel Ñ pe eus lizherennegoù all evel Œ, Ч, Þ. Poltred un nebeud skrivagnerien a ginniger dimp, evel Jakez Konan pe Homeros. Tapout muioc’h a zeskamant war douaroniezh Europa a c’hellomp, gant pennadoù diwar-benn stêrioù eus kreiz hor c’hevandir, evel an Drava pe kêrioù evel Innsbruck pe Oslo. Ma fell deoc’h ivez e c’hellit ober gwelloc’h anaoudegezh gant ar Yuzevegezh, an Torah, pe ar Samaritaned. War dachennoù skiantel ez eer gant pennadoù evel pliosen pe miosen. Goude ar pennadoù a denne d’ar revelezh ez eus bremañ meur a hini a denn da organoù gouennañ an dud : kalc'h pe kourzh da skouer. Hag evit cheñch a-grenn ne vo netra gwelloc'h eget lenn ar pennad diwar-benn Toussaint Louverture, ar stourmer eus Haiti, hini Seizh Marzh ar Bed, hini ar c’hlub mell-droad War-raok Gwengamp, pe hini ar simbol. Lennadennoù mat deoc’h holl !
8 a viz Du : en dilennadegoù a zo bet er Stadoù Unanet eo aet ar muiañ niver eus ar sezioù gant ar Strollad Demokratel e pep hini eus div gambr ar C'hendalc’h.
5 a viz Du : Saddam Hussein (pe Saddam Husayn), prezidant kozh Irak a zo bet kondaonet d’ar marv gant ur lez-varn ispisial e Baghdad.
1añ a viz Du : Kengevread Etrebroadel ar Sindikadoù, ennañ 166 milion a dud izili eus ur sindikad, a zo bet savet diwar unaniñ daou aozadur etrebroadel all.
Pennad ar sizhun : Horslips Horslips a zo ur strollad sonerezh eus Iwerzhon hag a lavarer en deus bet lakaet ar rock keltiek war-sav, da lavaret eo sonerezh rock diazezet war sonerezh hengounel eus Iwerzhon. Savet e oa bet er bloaz 1970 ha divodet e 1980, met adsavet eo bet ar strollad e 2004.
Digemm-kaer eo bet manet ar strollad a-hed an amzer, war-bouez er penn-kentañ holl. Dont a ra anv ar strollad eus "berradur" The Four Horsemen of the Apocalypse (Pevar marc'heger an Apokalips). Savet e oa bet e 1970 ha deuet int da vezañ sonerien a-vicher e 1972. Ganto o-unan e veze meret pep tra, ar pezh a oa un dra nevez evit strolladoù eus Iwerzhon. O albomoù anavezetañ eo The Book of Invasions — A Celtic Symphony (1976), diazezet war mojennoù kozh Iwerzhon, ha The Man Who Built America (1978), diwar-benn diazezidigezh Iwerzhoniz er Stadoù-Unanet, levezonet kreñv gant sonerezh rock amerikan.